(Go: >> BACK << -|- >> HOME <<)

Mont d’an endalc’had

Kalahari

Eus Wikipedia
Gwelet eus an oabl
  • ██ Dezerzh Kalahari
  • ██ Diazad Kalahari
  • Kalahari zo un dezerzh traezhek krin ha damgrin en em led war 900 000 km² en Afrika ar Su. Goleiñ a ra an darn vrasañ eus Botswana ha tammoù eus Namibia ha Suafrika.

    Ul lodenn eus Kalahari a zeu da vezañ ul lec'h a-zoare d'al loened da beuriñ goude ar glaveier.

    Loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Daoust da grinder al lec'h eo liesseurt al loened a vev e Kalahari : bleizi-broc'hed gell, leoned, surikated, jirafenned, fakokered, aourgon ha meur a spesad antilopenned (antilopenned-eland, jemsboked, springboked, stenboked, Alcelaphus buselaphus, koudoued bras ha duikered). Meur a spesad evned ha stlejviled zo ivez.

    Kalahari e Namibia