Prizioù
Ar Prizioù zo un abadenn skinwel bloaziek gant France 3 Ouest abaoe 1997. En abadenn-se e vez roet prizioù d'un toullad tud, pe en o anv, pe en anv ur gevredigezh, pe hini un embregerezh pe un ensavadur, a drugarez d'ar pezh o deus graet evit ar brezhoneg. Skignet e vez an abadenn er skinwel war France 3 Ouest hag er skingomz gant France Bleu Breizh Izel. Bep tro e vez aozet an arvest-se en ur gêr disheñvel eus Breizh.
1997 : Rummad kentañ ar prizioù
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Troidigezh | CD-ROM Teo, Leo ha Manda, gant TES |
Studiadenn | Grammaire du breton contemporain, gant Frañsez Favereau |
Levr evit ar yaouankiz | Ar vioù pask..., Yann-Fañch Jacq ha Malo Ar Menn |
Pennadoù er c’hazetennoù | Kronikennoù Pêr Salaun, e Le Trégor |
Komedian | Sylvain Kernoa, e Testamant ar c’hi |
Levr | Un Dornad plu, gant Youenn Gwernig |
Kaner | Annie Ebrel ha Dibenn |
Teulfilm | CLB 24, Gurvan Musset hag Hervé Morzadec |
Priz brezhoneger(ien) ar bloaz | Liseidi klas termen Diwan (tapet ganto ar vachelouriezh 1997) |
1998 : Eil rummad ar prizioù
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Studiadenn | An emsav lennegel brezhonek hag an danevelloù berr, gant Anke Simon |
Levr evit ar yaouankiz | Trouz didrouz, gant Maryvonne Berthou |
Abadenn radio | Eun dro e prizon an Hermitage e Brest, Gurvan Musset |
Komedian | Bob Simon, e Liv an douar, Gaia Teatr |
Levr | Anna Mouradova, he deus troet ul levr gant Viktor Astafief |
Kaner | Didier Dreau ha Kristen Nicolas, evit Beg ar gaou, bed ar spi |
Priz brezhoneger ar bloaz | Radio Kerne |
1999 : Trede rummad ar prizioù
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Studiadenn | Histoire de la Bretagne, gant Louis Elegoet |
Levr evit ar yaouankiz | Melen, ki bihan rodellek, gant Fañch Peru |
Komedian | Jakez Andre, Arsenik ha kozh dantelaj |
Levr | Dianket, Frañsez Favereau |
Kaner | Noluen Le Buhe, Laret a hrer din |
Brezhoneg war internet | Kêr an Oriant |
Prizioù brezhoneg er skolioù | Skolaj Mescoat Landerne, Skolaj Charlez Langleiz Pondi ha Lise Diwan Karaez |
Priz brezhoneger ar bloaz | Andrew Lincoln, prezidant Diwan, evit Lise Diwan Karaez |
Priz ispisial | Mikael Madeg, evit e labour war an anvioù lec’h war ar mor |
2000 : Pevare rummad ar prizioù
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Studiadenn | Traditions populaires de Bretagne : du coq à l’âne. Yezhoù al loened, gant Daniel Giraudon |
Danevell | Remi, gant Hervé ar Bihan |
Komedian | Ar Vro Bagan |
Levr | Temi i variazioni, gant Y Doëlan[1] |
Teulfilm | Roparz Hemon, gant Soazig Daniellou |
Pladenn | Er roue Stevan, gant Roland Becker |
Priz brezhoneger ar bloaz | Ronan ar C’hoadig, evit e labour bodañ oberenn Añjela Duval |
2001 : Pemvet rummad ar prizioù
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Studiadenn | Nouvel atlas linguistique de basse bretagne, gant Jean le Du |
Komedian | Aziliz Bourges, e Termaji, Teatr Penn-ar-bed |
Levr | Bernez Tangi (nac'het eo bet ar priz gantañ) |
Teulfilm | An heuliad filmoù Brezhoneg, un siècle de breton, gant Anna Quéré ha Patrick Guinard |
Kaner | Marthe Vassalo |
Kelaouadenn | Marie-Laure Groix |
Priz brezhoneger ar bloaz | Yann-Fañch Jacq, Keit Vimp Bev |
2002 : C'hwec'hvet rummad ar prizioù
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Romant polis | Tenzor dindan vor ar Prins Frederik, gant Yann Bijer |
Lec’hienn Internet | akademiezh roazhon, www.ac-rennes.fr |
Levr | Ar bleizi, gant Corinne ar Mero |
Levr barzhonegoù | Kestell traezh evit kezeg ar mor, Yann-Bêr Piriou |
Teulfilm | Añjela Duval, gant Mari Kermareg |
Pladenn | Spontus ha Kanerion Pleuigner |
Priz brezhoneger ar bloaz | France Bleu Breiz Izel |
2003 : Seizhvet rummad ar prizioù
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Levr evit ar yaouankiz | Gireg al livour bihan, David Jambon troet gant Cédric Sinou |
Studiadenn | An dud hag al loened, Daniel Giraudon |
Levr | War un ton laou, Yann Gerven |
Pennad kazetenn | Mestrez Koad Pin, gant Lionel Buannic |
Teulfilm | Kafe du ha merc’hed en gwenn, gant Sebastien le Guillou ha Lorenzo della Libera |
Pladenn | N’eo ket echu, gant Nolwenn Korbell |
Priz brezhoneger ar bloaz | Div Yezh ha Stumdi |
2004 : Eizhvet rummad ar prizioù
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Bandenn dreset | Sorserezed Breselien, gant Bruno Bertin ha troet e brezhoneg troet gant Jil Penneg |
Lec’hienn internet | europeotales.net |
Levr | Daeroù dre ar goueleh, Jeffrey Shaw |
Teulfilm | Goulou en noz, gant Thierry Compain |
Pladenn | Un devez e-barzh Kreh Morvan, gant Marcel Guilloux |
Priz brezhoneger ar bloaz | A-bouez-penn, kevredigezh dastum e bro Wened. |
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Abadenn radio | Ar re zo bet da labourat e Mururoa, Hervé ar Beg |
Levr evit ar vugale | Brezel an Erevent, Marianna Donart ha Moran Dipode |
Levr | Carnets de Route, Ifig Troadeg |
Teulfilm | Brezhoneg e 6 miz, Ronan Hirrien |
Pladenn | Kanerion Pleuigner |
Priz brezhoneger ar bloaz | Ya !/Keit Vimp Bev |
Priz Isipisial | Mouchig Dall |
2006
"Bet a zo bet eus ar Prizioù bep bloaz abaoe 1997 daoust ma n’eus ket a Prizioù 2006.
N’eus ket eus outo abalamour eo bet, adalek penn kentañ 2007, eo bet lidet ar prizioù dindan anv ar bloavezh goude.
(Anv « Prizioù 2007 » a zo bet roet evel d’ar pezh a oa war ar renk evit 2006 pa vefe priziet betek 2005, dindan anv prizioù ar bloavezh, ar pezh a oa bet graet evit ar brezhoneg er bloavez-se)"[2]
2007 : 10vet rummad ar prizioù [3]
Aozet e oa bet an abadenn en abati Daoulas er bloavezh-se.
Roll izili ar juri : Lukian Kergoat (Prezidant), Aziliz Bourges, Mari Crenn, Naig Daouphars, Bernez Kerdraon, Daniel Kernalegenn ha Marthe Vassallo.
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Lec’hienn internet | Brezhoweb.com [1], kaset gant Lionel Buannic |
Romant | Seizh devez warn’ugent, Mich Beyer |
Teulfilm | Matezh, gant Thierry Compain |
Pladenn | Norsk, gant Kreiz Breizh Akademi |
Priz brezhoneger ar bloaz | Klaskerien ha treizherien soñjoù, aozet gant Kuzul departamant Penn-ar-Bed |
2008 : 11vet Rummad ar prizioù
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Bravañ brezhoneg | Nolwenn Korbell |
Romant | An deiz hirgortozet, Gege Gwenn |
Teulfilm | War an uhel, Erwan ha Tangi Kermarrec |
Pladenn | Les figurants, Yann Raoul |
Priz brezhoneger ar bloaz | Diwan (30 vloaz) |
Priz a enor | Fañch Broudic |
2009 : 12vet rummad ar prizioù
An abadenn 2009 a zo bet aozet e sal abadennoù an Enezeg, e Fouenant (29).
Roll izili ar juri : Marie Stervinou, Gwen Lavenan, Mikael Baudu, Per Drezen, Elen Rubin, ha Franck Bodenez.
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Priz al levr faltazi wellañ | "Mervel ul lunvez", un dastum istorioù gant Henri Dorsel, e ti Emgleo Breiz |
Priz ar bladenn wellañ | Ozan Trio, evit ar bladenn Konsert2, e ti Keltia Musique |
Priz an teulfilm wellañ | Hent Dall, gant Sébastien Le Guillou, istor ur c'houblad tud dall e Treger |
Priz ar wellañ nevezadenn evit ar re yaouank | Divskouarn, ur gevredigezh hag he deus ar pal broudañ ar brezhoneg er magourioù |
Priz an eztaoladenn vravañ e brezhoneg | Martial Menard evit e gronikenn er Ouest-France Dimanche hag ar Petit dico de la piste en Bretagne, e ti Coop Breizh hag, ex aequo, Gwenole Bihannig, evit e droidigezh eus Titeuf e brezhoneg |
Priz brezhoneger ar bloaz | Ar Redadeg, ar gevredigezh hag he deus aozet ar redadeg eus Naoned da Garaez, evit arc'hantañ raktresoù brezhonek |
2010 : 13vet rummad ar prizioù
An abadenn a zo bet aozet ar bloavezh-se e Sant-Teve (Mor-Bihan), ha kinniget e oa gant Goulwena An Henaff ha gant Eric Gudenkauff. Gant "Le Ballet breton" e veze graet abadennoù dañs etre pep priz.
Roll izili ar juri : Ghislaine Le Guillant, Bernard Le Floc'h, Raymond Le Bacon, Maïwenn Raynaudon ha Thelo Mell.
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Priz ar gwellañ troidigezh (levr) | Mark Kerrain, gant troidigezh Teod ar balafenned gant Manuel Rivas (troet eus ar galiseg). Embannet gant An Alarc'h. |
Priz ar bladenn wellañ[4] | Dom Duff evit e bladenn E-unan e ti BNC Productions. |
Priz ar grouidigezh wellañ er skinwel pe war ar web | An heuliad Ken Tuch' gant Goulwena An Henaff hag Etienne Strubel, Production L.B.K. |
Priz ar wellañ nevezadenn evit ar re yaouank | Kampoù vakañsiñ e brezhoneg hag e gallaoueg gant an UBAPAR |
Priz brezhoneger ar bloaz[5] | Lena Louarn, evit he dek bloaz e penn Ofis ar Brezhoneg |
Notenn : Er bloavezh-se e oa Wikipedia brezhonek war ar renk evit "Priz brezhoneger ar bloaz" gant an 30 000 pennad enlinenn.
2011 : 14vet rummad ar prizioù
E Landreger e oa bet aozet an abadenn e 2011, kinniget gant Goulwena An Henaff ha gant Klemañ Soubigou, ha lusket gant sonerezh ar strollad Francis Jackson Project.
Ar juri : Dominique Gestin (war he leve, kuzulierez kêr e Gwimaeg), Gwenola Koig (kelennerez e Plijidi, oberiant war dachenn ar sevenadur), Pauline Kerscaven (kazetennerez e France Bleu Breizh Izel, kenurzhierez « Treizherien soñjoù » e Penn-ar-Bed), Yann-Erwan Abalan (enklasker evit Brest Meurgêr ar Mor), Brendan Corre (kaner ar strollad Francis Jackson Project), Gwenael Kere (lusker e Radio Bro-Gwened).
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Priz ar gwellañ levr faltazi | Ar marc’h glas, Riwal Huon, Al Liamm. |
Priz ar gwellañ pladenn | Ar vro didu, Oktopus Kafé, POCH AN TOER |
Priz ar gwellañ oberenn | Youenn Gwernig, Jean-Charles Huitorel, Aligal Production/France Télévisions |
Priz ar gwellañ intrudu evit ar yaouankiz | Ar Roue Marc’h, TES |
Priz ar gwellañ intrudu da wellaat implij ar yezh | Tezenn Kelenn ar brezhoneg, komz, liamm ha norm, prezanted e stern peder reolenn-sannañ ewid brezhoneg ar skolioù, Jean-Claude ar Ruyet |
Priz brezhoneger ar bloaz | Teatr Piba evit ar pezh-c’hoari Eden Bouillabes. |
Notenn: E-kerz an abadenn en doa Bernez Rouz, rener abadennoù brezhonek France 3, disklêriet e vo er bloaz a zeu lakaet ar Prizioù asambles gant prizioù Dazont ar yezh, roet bep bloaz gant Rannvro Breizh hag Ofis ar brezhoneg. Roet e vo ar Prizioù nevez e miz Genver 2012, e Roazhon.
2012 : 15vet rummad ar prizioù
Adalek ar bloaz-mañ e vez roet ur priz 1 500 euro da bep hini eus ar seizh priz kentañ, ouzhpenn ar c'hizelladur, ha 500 euro d'an eil ha trede prizioù.
Embannet en doa Bernez Tangi e nac'hfe e briz abalamour d'al lec'h dister a vez roet d'ar brezhoneg er skinwel.
E-barzh ar Maezioù Frank (Les Champs Libres e galleg) e Roazhon e oa bet aozet an abadenn e 2012, kinniget gant Goulwena an Henaff ha gant Yann-Herle Gourvès, ha lusket gant sonerezh ar strollad Alambig Electrik.
Ar juri:
- Paskal Nignol, hanterour sevenadurel e Mirdi Breizh,
- Jean-René Le Moullec, kelenner e Skol an emsav,
- Anne Gouerou, pennskridaozerez Brudañ ha Skignañ,
- Visant Roue, karget eus ar pol studi Ofis Publik ar Brezhoneg,
- Anne-Claire Quiviger, Ajañs Sevenadurel Breizhek,
- Per Lavanant, prezidant Kreizenn Sevenadurel Lannuon,
- Jos Sicard-Card, prezidantez Mervent.
Rummad | Roll al loreidi | Ar re all |
---|---|---|
Kevredigezhioù | Babigoù Breizh, servij magouri e brezhoneg |
|
Teulfilmoù | Din-me da c’hoari, poltred un den ampechet gant Mai Lincoln hag Erwann Kermarrec |
|
Frammoù publik | Ti-kêr Karaez | |
Levrioù a faltazi | Yann Bijer, gant e romant istorel Torrebenn ! (Al Liamm) |
|
Brezhoneg er bed ekonomikel | Askorn Medical, un embregerezh e Saozon-Sevigneg |
|
Pladennoù kanet e brezhoneg | Lleuwen Steffan, gant Tân |
|
Brezhoneger ar bloaz | Gwenael Oillo |
|
2013 : 16vet rummad ar prizioù
E Montroulez e oa bet aozet an abadenn d'ar 26 a viz Genver 2013, kinniget gant Goulwena An Henaff.
Rummad | Roll al loreidi |
---|---|
Priz ar c'hevredigezhioù | Bod Kelenn evit e gentelioù noz e bro Bourlet. |
Priz ar gwellañ pladenn kanet e brezhoneg | Brieg Guerveno, evit e bladenn rock Bleunioù an distruj |
Priz ar frammoù publik | Levraoueg kêr Vrest evit implij ar brezhoneg e buhez al levraoueg |
Priz ar bed ekonomikel | [difetis.com], ul lec'hienn da bellgargan levrioù e brezhoneg |
Priz ar c'hoariva | Strollad Ar Vro Bagan evit ar pezh-c'hoari Armorica Breizh |
Priz al levr faltazi | Pierre-Emmnanuel Marais evit e romant Alje 57 |
Priz brezhoneger ar bloaz | Thierry Jamet, evit bezan embannet Harry Potter e brezhoneg ha savet skol Diwan Pornizh. |
Notennoù
- ↑ Ul lesanv eo.
- ↑ Displegadenn bet tennet euslec'hienn France 3 Ouest
- ↑ Titouroù diwar-benn an 10vet abadenn
- ↑ Loreet e vez an arzour evit ur bladenn e lec'h ma 'vez kalz plas d'ar brezhoneg
- ↑ Loreet e vez un den pe ur gevredigezh hag a zo bet oberiant-tre evit lakaat ar brezhoneg da skediñ
- Kavout a reer disoc'hoù ar Prizioù war lec'hienn France 3 Ouest
Pennadoù kar
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |