(Go: >> BACK << -|- >> HOME <<)

Mont d’an endalc’had

Degemer

Eus Wikipedia

Deuet mat oc'h er Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

86 491 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti 30 000 pennad !
    


Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 25 a viz Mezheven 2024 ha Keleier ar vro.

Julia Gillard
Julia Gillard
Banniel Irak
Banniel Irak

Pennad ar miz : Dimmu Borgir
Dimmu Borgir zo ur strollad sonerien eus Norvegia, doare Black metal simfonek savet e 1993. Talvezout a ra an anv "Dimmu Borgir" kement ha "Kestell Teñval" en islandeg hag e norseg. Dont a ra an anv-se eus hini ur c’hornad menezioù-tan en Island, Dimmuborgir.

Sonadeg Dimmu Borgir e Helsinki e 2005.
Sonadeg Dimmu Borgir e Helsinki e 2005.

Kroget o doa sonerien Dimmu Borgir da seniñ asambles e 1993, evel ur strollad Black metal. E 1994 e oa bet embannet ur bladenn vihan ganto, Inn i evighetens mørke ("E teñvalijenn an amfin" e brezhoneg). Gwerzhet e voe an holl skouerennoù anezhi dindan un nebeud sizhunioù hepken hag er memes bloavezh o doa embannet o albom kentañ, For all tid ("Da viken"). En deroù e oa tri den er strollad : Shagrath (bateri), Silenoz (gitar) ha Tjodalv (kan), met cheñchet e oa a-raok ma embannfent Stormblåst e 1996. Stormblåst a seller outañ evel an albom gwellañ gant ar strollad. Bez eo ivez an albom diwezhañ gant komzoù e norvegeg. Goude en em lakaas Dimmu Borgir da ganañ e saozneg.

Goude Stormblåst e cheñchas izili Dimmu Borgir. An touchennaoueger Stian Aarstad a yeas kuit eus ar strollad. Un nebeud amzer goude ez eas kuit ar soner gitar-boud, Brynjard Tristan, erlec’hiet gant Nagash. Stian Aarstad a zeuas en-dro evit enrolladenn Enthrone Darkness Triumphant e 1997 met skarzhet e voe eus ar strollad. Enthrone Darkness Triumphant en doa graet berzh er bed a-bezh, ha embannet e oa bet gant Nuclear Blast, ul label alaman brudet.

Goude sonadegoù evit Enthrone Darkness Triumphant, ar strollad a zegemeras izili nevez : Mustis evit an douchennaoueg hag Astennu evit ar gitar. Dimmu Borgir a embannas neuze Spiritual Black Dimensions e 1999 ha Puritanical Euphoric Misanthropia e 2001. Goude-se e cheñchas c'hoazh stumm ar strollad, Nagash a yeas kuit, erlec'hiet gant ar soner giter-boud nevez ICS Vortex, hag a gan ivez. Mont a reas Tjodalv kuit ivez, evit krouiñ ar strollad nevez, Susperia. Astennu a voe skarzhet dre ma ne c'hoarie ket mat a-walc'h ar gitar.

Evit o albom war-lerc’h, Puritanical Euphoric Misanthropia, e sonas Dimmu Borgir asambles gant laz-seniñ simfonek Göteborg. Gant ar bladenn-se o doa kavet ur sonerezh dezho o-unan, a bella un tamm diouzh o gwrizioù. Ne rejont ket kement a verzh e-touez an dud sot gant ar black metal, met gounit a rejont kalz a selaouerien nevez, er Stadoù Unanet dreist-holl.

Evit kenderc'hel da lenn : Dimmu Borgir


Patrom:Patrom traoñv