(Go: >> BACK << -|- >> HOME <<)

Mont d’an endalc’had

Degemer

Eus Wikipedia
Stumm eus an 24 Mae 2010 da 20:19 gant Llydawr (kaozeal | degasadennoù) (nevesaat ar c'heleier)

Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

86 491 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti 30 000 pennad !
    


Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 25 a viz Mezheven 2024 ha Keleier ar vro.

Pennad ar miz : Jean Roba
Jean Roba a oa ur saver bannoù-treset. Ganet e oa bet d'an 28 a viz Gouere 1930 e Brusel, e Belgia. Marvet e oa d'ar 14 a viz Mezheven 2006 en e gêr c'henidik, d'e 75 vloaz.
A-raok stagañ da sevel bannoù-treset en doa labouret war dachenn an engravañ, ar moullañ ha da c'houde, en-dro d'e 16 vloaz, e oa aet da dreser e metoù ar bruderezh. A-barzh kregiñ ganti e oa bet stummet war ar c'hlinkerezh diabarzh hag an design ivez.

Boulig ha Billig
Boulig ha Billig

Adalek 1957 e oa en em lakaet da ober war-dro daou heuliad bannoù treset evel saver, skridaozer ha treser, an eil hag egile o vezañ embannet e galleg er gazetenn Spirou ha goude gant Dupuis, a oa deuet da vezañ ti-embann ar gazetenn-se, ha ganto o-daou en doa tapet brud :

  • An heuliad La Ribambelle, a c'haller lenn ennañ troioù-kaer ur vandennad moused.
  • An heuliad Boule et Bill , bet krouet gantañ asambles gant Maurice Rosy, a zeu er-maez adal 1959, stag ouzh kazetenn Spirou, e stumm un albom gwall zister, da zidroc'hañ ha da sevel gant Yann Lenner. Kontañ a ra ar vandenn dreset-se troioù fentus ur paotrig hag e gi. 28 albom zo er rummad-se.

Harpet en doa Jean Roba gant e labour e 2003, klañv ma oa gant ar remm en e zaouarn.

Abaoe 1999 e vez embannet istorioù Boule et Bill e brezhoneg, gant an ti-embann Bannoù-Heol, renet gant Arno Elegoed, dindan an titl Boulig ha Billig. Eizh albom disheñvel a zo deuet er-maez gantañ betek-henn.

Evit kenderc'hel da lenn : Jean Roba

Patrom:Patrom traoñv