(Go: >> BACK << -|- >> HOME <<)

Mont d’an endalc’had

Degemer

Eus Wikipedia
Stumm eus an 8 Mae 2010 da 20:59 gant Llydawr (kaozeal | degasadennoù) (nevesaat ar c'heleier)

Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

86 468 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti 30 000 pennad!
    


Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 17 a viz Mezheven 2024 ha Keleier ar vro.



An darzhadenn d'ar 27 a viz Meurzh 2010
An darzhadenn d'ar 27 a viz Meurzh 2010
Lech Kaczyński, marvet en ur gwallzarvoud nijerez
Lech Kaczyński, marvet en ur gwallzarvoud nijerez

Pennad ar miz : Olimpos
Ar menez Olimpos, pe Olimp, eo menez uhelañ Gres, 2917 metr uhelder dezhañ, hag unan eus menezioù uhelañ Europa. Emañ war-hed 100 km eus Thessaloniki, eil kêr vrasañ Gres.
Eno e oa, hervez ar mojennoù gresianek kozh, annez doueed pennañ Henc'hres, Zeus en o fenn.
Diwar-benn orin an anv “Olimpos” n’eus nemet martezeadennoù. Hervez unan anezho e teufe ar ger gregach Ὄλυμπος / Olympos eus div wrizienn a dalveze kement hag un dra bennak « a droc'he lemm» pe « a droc'he an hent ». Ne c'halled ket treuziñ ar menez, ha gwelet e veze evel un harz krenn etre Tesalia ha Makedonia, pe ledenez Gres hag Europa.

Ar menez Olimpos
Ar menez Olimpos

En em astenn a ra ar Menez Olimpos en hanternoz Gres, tost da aod Vor Egea, tost da Desalia ha Makedonia. Ur pezh tolzenn a venez zo anezhañ, sonn-mat e meur a lec'h, hag islonkoù ledan. Koadek eo an traoñ anezhañ, hag erc'hek e gern. Kentañ ma voe krapet ar menez, diouzh a ouzer, a voe e 1913 gant D. Baud-Bovy, F. Boissonas et K. Kakalos.

Kuzhet eo lein ar menez ouzh an dud gant ar c'houmoul. Neuze e c'halle Daouzek doue pennañ Henc'hres ober o annez eno ha bezañ sioul o frikota hag o sellout ouzh an dud a bell. Hervez Homeros ne oa na glav nag erc'h ha gwenn e oa ar bed d'an doueed eno, war-lerc'h dezho en em zizober eus an Ditaned, Ofion ha Tifon.

Hiziv eo brudet ar menez ivez abalamour ma kaver ennañ e-leizh a spesadoù plant ha loened. E-touez ar spesadoù bronneged a bep seurt a gaver stank emañ ar chamoez, ar yourc'h, an hoc'h-gouez, ar c’hazh gouez, ar gaerell-vras, al louarn, ar gwiñver, h. a. Ha betek 108 spesad evned.

Evit kenderc'hel da lenn : Olimpos

Patrom:Patrom traoñv