(Go: >> BACK << -|- >> HOME <<)

Mont d’an endalc’had

Degemer

Eus Wikipedia

Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

86 491 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti 30 000 pennad !
    


Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 25 a viz Mezheven 2024 ha Keleier ar vro.

Manifestadeg an 10 a viz Gouere e Barcelona
Manifestadeg an 10 a viz Gouere e Barcelona
Christian Wulff

Pennad ar miz : Morlaer
Ar vorlaeron zo tud a red ar morioù evit tagañ listri-kenwerzh pe preizhañ an aodoù. Etre ar XVIvet kantved hag an XIXvet kantved, dreist-holl, e oa ar morbreizherezh pe morlaerezh en e varr e morioù zo.
Bez e oa eus ar morbreizherezh en Henamzer dija, evel ma weler er skridoù latin klasel a ra anv eus morlaerezh Mor Kreizdouar. Ar Vikinged a oa morlaeron ivez ha preizhañ a raent ar c’hêrioù en arvor ul lodenn vras eus Europa. Er XVIvet kantved e voe stank tagadennoù ar morlaeron er Mor Kreizdouar. Diazezet e oa ar vorlaeron-se en arvor hanternoz Afrika), e porzhioù Aljer, Tripoli ha Tuniz, dreist-holl. Tagañ a raent ar bigi er Mor Kreizdouar pe er Meurvor Atlantel ha degas ar preizhadennoù o doa kemeret d’o forzhioù en-dro.

Jolly Roger a reer eus banniel ar vorlaeron.

A-wechoù ez aent ken pell hag aodoù Breizh-Veur zoken. War-lerc’h ma oa bet peurskarzhet ar vuzulmiz eus Spagn, e 1492, e oant aet d’en em staliañ en arvor ar Maghrib ha da ziazezañ eno stadoù bihan, emren diouzh an Impalaeriezh otoman.

Er Mor Karib, er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved e voe stank ar vorlaeron ivez : flibisterien a reer eus ar re a a lakae en arigrap listri hag aodoù an trevadennoù spagnol.

Daoust d’ar pezh a gonter er filmoù ne oa ket kalz a vorlaeron o tont da vezañ gwall binvidik. Ur vuhez rust ha dañjerus e oa o hini. Alies e veze dilennet o renerien gant ar bandennadoù morlaeron, a zibabe da vestr unan anezho en doa muioc’h a ampartiz pe a skiant-prenet. Rannet e veze ar preizhadennoù hervez doareoù resis ha pep hini en deveze ul lodenn.

A-douez ar vorlaeron eo bet brudet anvioù ar Saozon Jack Rackham ha Samuel Bellamy, ar Vreizhadez Jeanne de Belleville ha meur a hini all c’hoazh. Un danvez awen eo bet ar vorlaeron evit ar skrivagnerien romantoù troioù-kaer.

E dibenn an XIXvet kantved e voe klasket lakaat fin d’ar morbreizherezh gant ar stadoù bras a reas emglev etrezo evit se. Hogen morlaeron zo c’hoazh hiziv an deiz, e Meurvor Indez, dirak aodoù Somalia da skouer, pe c’hoazh e Mor Su Sina.

Evit kenderc'hel da lenn : Morlaer


Patrom:Patrom traoñv