(Go: >> BACK << -|- >> HOME <<)

Mont d’an endalc’had

Degemer

Eus Wikipedia
Stumm eus an 5 Gen 2010 da 17:08 gant Llydawr (kaozeal | degasadennoù) (nevesaat ar c'heleier)

Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

86 491 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti 30 000 pennad!
    


Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 25 a viz Mezheven 2024 ha Keleier ar vro.



Kabaliñ evit an dizalc'hted e Katalonia
Kabaliñ evit an dizalc'hted e Katalonia
Traian Băsescu
Traian Băsescu

Pennad ar miz : Gouel
Ar gouelioù zo tammoù lien a dalvez da lakaat bigi da vont war-raok war-bouez nerzh an avel. Implijet e vezont evit ar bigi-dre-lien hag ivez, war an douar, evit ar c’hirri-dre-lien. Gallout a ra ment ar gouelioù mont eus un nebeud metroù karrez betek meur a gant metr karrez.
Savet e veze ar gouelioù mod-kozh diwar meur a damm lien gwriet kichen-ha-kichen. Bremañ e vez graet gant danvezioù evel ar poliester ha gwriet pe peget e vez an tammoù an eil e-kichen egile. Staget e vez ar ouel peurvuiañ ouzh ur wern hag a-wechoù ouzh un delez pe ur spar. Meur a ouel a c’hall bezañ war ur vag.

Ur « spinnaker »
Ur « spinnaker »

Hervez ar c’horn a vez etre roud an avel hag ar ouel, e vez un tu anezhi dindan gwask an aer. Gant ar gwask-se e vez kaset ar vag war-raok. Argouelieroù (bigi-dre-lien) zo bremañ, er broioù pinvidik, zo graet evit ar blijadur da vageal pe evit ar sport. Evit an implijoù kenwerzhel (sammlistri, bigi-pesketa) e vez graet dreist-holl gant kefluskerioù.

War ar bigi plijadur bihan e vez ur wern peurvuiañ ha div ouel : ar fok hag ar ouel vras. Stag e vez ar ouel vras ouzh ar wern hag ouzh ar bomm, zo stag e-unan ouzh ar wern. War listri bras e c’hall bezañ meur a wern ha kalz a ouelioù. Meur a stumm a vez gant ar gouelioù : lod zo kornek, lod all karrez... Hervez an doare ma lakaer anezho hag hervez an doare ma c’hwezh an avel e c’haller kas ar vag war an eil tu pe egile.

Evit kenderc'hel da lenn : Gouel (bageal)

Patrom:Patrom traoñv