(Go: >> BACK << -|- >> HOME <<)

Mont d’an endalc’had

Degemer

Eus Wikipedia

Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

86 491 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti 30 000 pennad!
    


Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 25 a viz Mezheven 2024 ha Keleier ar vro.

Pegell Redadeg 2010
==================================================================
Restr:Flag of the Commonwealth of Nations.svg
Poltred Van Rompuy.
Poltred Van Rompuy.
Dor Brandenburg
Dor Brandenburg

Pennad ar miz : Moger Berlin
MogerBerlin, anvet ivez « ar Voger» pe « Moger ar vezh », a oa ur voger a voe savet e-kreiz Berlin e-pad an noz etre an 12 hag an 13 a viz Eost 1961, diwar urzh gouarnamant Republik Demokratel Alamagn (DDR). Fellout a rae da bennoù-bras DDR e paouezfe hec'h annezidi da dec'hout kuit war-du Alamagn ar C'hornôg). Gant ar Voger e oa troc'het Berlin e div lodenn : Berlin ar Reter ha Berlin ar C'hornôg. Chom a reas ar Voger en he sav betek an 9 a viz Du 1989.

Ar Voger e 1986, livet e oa tu ar c'hornôg
Ar Voger e 1986, livet e oa tu ar c'hornôg

Ouzhpenn bezañ ur voger e oa ur c'hempennadur arme luziet ennañ div voger 3,6 metr uhelder, hentoù-ged, 302 virador, alarmoù, 14 000 gward, 600 ki hag orjal dreinek. Meur a annezad eus Republik Demokratel Alamagn a varvas pa glaskjont mont en tu all d’ar Voger, rak implijet e veze o armoù gant ar soudared alaman ha rusian a ziwalle anezhi ha tennañ a raent war an dud a glaske tremen dre guzh.

Pa’z eas URSS war wanaat ha da-heul manifestadegoù stank gant Alamaned ar reter e voe roet aotre da dremen ha diskaret e voe ar Voger d'an 9 a viz Du 1989. Da-heul e voe adunvanet Alamagn buan a-walc'h, ha diskaret ivez stadoù komunour Bloc'had ar reter. Hiziv an deiz ne chom tost netra eus ar Voger, un nebeud tammoù a zo bet miret e Berlin memestra. Meur a virdi a zo gouestlet dezhi. Un arouez eus ar Brezel yen eo bet ivez, hag implijet eo bet da zanvez meur a oberenn arzel (lennegezh, sinema, sonerezh).

Evit kenderc'hel da lenn : Moger Berlin

Patrom:Patrom traoñv