Degemer
Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl
A bep seurt
|
Doare ar 25 a viz Mezheven 2024 ha Keleier ar vro.
Pennad ar miz : Olimpos En em astenn a ra ar Menez Olimpos en hanternoz Gres, tost da aod Vor Egea, tost da Desalia ha Makedonia. Ur pezh tolzenn a venez zo anezhañ, sonn-mat e meur a lec'h, hag islonkoù ledan. Koadek eo an traoñ anezhañ, hag erc'hek e gern. Kentañ ma voe krapet ar menez, diouzh a ouzer, a voe e 1913 gant D. Baud-Bovy, F. Boissonas et K. Kakalos. Kuzhet eo lein ar menez ouzh an dud gant ar c'houmoul. Neuze e c'halle Daouzek doue pennañ Henc'hres ober o annez eno ha bezañ sioul o frikota hag o sellout ouzh an dud a bell. Hervez Homeros ne oa na glav nag erc'h ha gwenn e oa ar bed d'an doueed eno, war-lerc'h dezho en em zizober eus an Ditaned, Ofion ha Tifon. Hiziv eo brudet ar menez ivez abalamour ma kaver ennañ e-leizh a spesadoù plant ha loened. E-touez ar spesadoù bronneged a bep seurt a gaver stank emañ ar chamoez, ar yourc'h, an hoc'h-gouez, ar c’hazh gouez, ar gaerell-vras, al louarn, ar gwiñver, h. a. Ha betek 108 spesad evned. Evit kenderc'hel da lenn : Olimpos | |