(Go: >> BACK << -|- >> HOME <<)

Mont d’an endalc’had

Degemer

Eus Wikipedia
Stumm eus an 4 Du 2009 da 18:43 gant Llydawr (kaozeal | degasadennoù) (nevesaat ar c'heleier)

Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

86 494 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti 30 000 pennad!
    


Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 25 a viz Mezheven 2024 ha Keleier ar vro.

Pegell Redadeg 2010
==================================================================

Pennad ar miz : ar violin
Ar violin, pe ar violoñs, eo ar bihanañ benveg-seniñ eus kerentiad ar binvioù dre gerdin hag an hini en deus ar skeulenn skiltrañ. Ar violin zo ouzh e ober ur c'hef-dasson e koad (pin-kroaz, skav-gwrac'h, beuz, ebena...), un troad en astenn dezhañ, hag ur rodell en e benn. Stegnet a-us ar c'hef ez eus peder c'hordenn, staget ouzh traoñ ar c'hef ha dalc’het war-bouez ibilioù-stegnañ e beg an troad. Seniñ a reer anezhi gant ur wareg

Ur violin
Ur violin

Dalc’het e vez traoñ ar violin etre skoaz ar soner hag e elgezh. Gant e zorn kleiz e talc’h beg an troad ha gant e vizied e c’hall gwaskañ war ar c’herdin. E-keit-se e tremen ar wareg warno war-bouez e zorn dehou. N’eus toull na merk ebet ouzh beg an troad ; neuze e rank ar sonerien deskiñ dre’n eñvor al lec’h resis ma rankont lakaat bizied o dorn kleiz. Dont a ra anv ar benveg eus ar ger italianek violino, stumm bihanaat viola, diwar ar ger latin krenn vitula, a dalveze kement ha benveg dre gerdin. Aet eo da vezañ violin e saozneg, Violine en alamaneg, violon e galleg… E brezhoneg e kaver ar gerioù biolin ha violoñs. Ur biolinour a reer eus un den a son ar violin.

Ar binvioù-seniñ dre gerdin koshañ a veze kravet, skrabet (da skouer al lourenn c'hresian). Ar binvioù dre wareg a voe ijinet moarvat e Kreiz Azia, e-mesk pobloù marc’hegerien. Hiziv an deiz c’hoazh e vez graet kordennoù ar gwaregoù gant reun kezeg, un hêrezh eus ar pobloù-se. En em ledañ a reas binvioù-seniñ ar Vongoled hag an Durked dre Azia a-bezh, hag eus ar Reter Nesañ e voent degaset da Europa. Ar violin en e stumm bremañ a ziwanas e deroù ar XVIvet kantved e kêrioù eus Italia, o deze darempredoù kenwerzh gant broioù ar Reter.

Evit kenderc'hel da lenn : Biolin

Patrom:Patrom traoñv