Cartouches Sologne

Eus Wikipedia
Stumm eus an 11 Mae 2024 da 20:34 gant Fanchigo (kaozeal | degasadennoù) (Pajenn krouet gant : "'''Cartouches Sologne''' zo un embregerezh kartouchennoù armoù-skoaz diazezet e Lamotte-Beuvron (Loir-et-Cher) abaoe 1997. == Produioù == An embregerezh a zo bet savet e 1997 evit pourveziañ chaseourien ar vro gant kartouchennoù ral pe disheñvel o c'hargad poultr. Dibaoe e vez produet kartouchennoù skoet en o c'hreiz a bep seurt kalibr evit an armoù rizennet o c'hanol.<ref>{{Fr}} ''[https:/...")
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Cartouches Sologne zo un embregerezh kartouchennoù armoù-skoaz diazezet e Lamotte-Beuvron (Loir-et-Cher) abaoe 1997.

Produioù

An embregerezh a zo bet savet e 1997 evit pourveziañ chaseourien ar vro gant kartouchennoù ral pe disheñvel o c'hargad poultr. Dibaoe e vez produet kartouchennoù skoet en o c'hreiz a bep seurt kalibr evit an armoù rizennet o c'hanol.[1] Abalamour d'an niver izel a gartouchennoù produet gante, d'o brud ha d'o friz e vez renket produioù an embregerezh e rummad ar munisionoù a rummad uhel. Ar boledoù chase emledus GPA zo bet ijinet gant an embregerezh. War-dro ur milion a gartouchennoù a broduont bep bloaz dindan kontrol ar CIP.

Liammoù diavaez

  • (fr) Gweladenn an embregerezh (lodenn 1 ha lodenn 2) war ar chadenn ispisializet Les armes et la science by Jérémy, miz Gwengolo 2023

Daveennoù

  1. (fr) Société war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/05/2024)