(Go: >> BACK << -|- >> HOME <<)

Mont d’an endalc’had

Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Dictionnaire Breton-Français Roparz Hemon, 1943

Ar geriadurioù brezhoneg-galleg savet gant Roparz Hemon (1900-1978) zo geriadurioù bihan a zo bet embannet hag adembannet adalek 1928 betek 1997, hag o deus bet ul levezon bras a-walc'h war ar brezhoneg skrivet en XXvet kantved.

1928 : Gwalarn

Gant Gwalarn e oa bet embannet ar geriadur kentañ savet gantañ, e 1928, gant an titl Geriadurig-dourn brezonek-gallek. En doare-skrivañ KLT, an doare-skrivañ implijet en amzer-se, e oa skrivet ar gerioù brezhonek.

1943 ha 1948 : Skridoù Breizh

E 1943 e oa bet embannet an eil, gant Skridoù Breizh, dindan an titl Dictionnaire breton français. Tost da 9 000 pennger a oa ennañ. Skrivet e oa ar gerioù ennañ hervez "an doare-skrivañ nevez divizet e bodadeg an 8 a viz Gouere 1941", en doare-skrivañ peurunvan eta. Goude an Eil Brezel-bed e voe adembannet gant Skridoù Breizh c'hoazh, e 1948.

Marevezh Al Liamm

E 1964 e teuas an trede embannadur (adwelet ha kresket, hervez a lenner) gant Al Liamm. Goude-se ez eo gant Embannadurioù Al Liamm e voe adembannet ar geriadur-se, kresket tamm-ha-tamm gant Roparz Hemon.

E 1970 e voe roet d'ar geriadur an anv Nouveau dictionnaire breton français, rak kresket-mat e oa bet. Adembannet e voe meur a wech er bloavezhioù 1970 ha 1980, rak gwerzhet mat e veze d'ar mare-se.

E-kichen ar geriadur brezhoneg-galleg e oa bet savet ur geriadur galleg-brezhoneg ivez gant Roparz Hemon, bihanoc'h un tamm, savet diwar an hevelep danvez. Strollet e voe an daou c'heriadur en ul levrenn, evit ar wech kentañ e 1970[1].

Dre vras e kaver, e-barzh ar geriadurioù bihan-se, ar gerioù a gaver e Geriadur istorel ar brezhoneg.

Div wech e oa bet adembannet goude marv an oberour, hep kemm ebet.

1997 : gant un anv all

Goude-se, adalek 1997, e oa bet adwelet hag embannet evel Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon - Ronan Huon.

Notennoù ha daveoù

  1. Al Liamm 1970, niv. 143, p. 495.