(Go: >> BACK << -|- >> HOME <<)

Mont d’an endalc’had

Donetsk

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ur gwel eus kêr.

Donetsk (en ukraineg: Донецьк, distaget [doˈnɛt͡sʲk], treuzlizhennet Donets’k; e rusianeg: Доне́цк, distaget [dɐˈnʲet͡sk] ha treuzlizherennet Donetsk) a zo ur gêr c'hreantel vras eus reter Ukraina, war lez ar C'halmius, ha kreizenn ha kêr vrasañ an tolead anvet Donbas e-lec'h m'eo kreñv an eztennañ glaou-douar hag ijinerezh an dir. En tu-hont da 982 000 a dud a zo o chom e kêr (2010), hag en tolead-kêr ez eus en tu-hont da 2 vilion a dud o vevañ (2011).

Istor

Savet eo bet kêr e 1869 gant ur C'hembread, John Hughes, ha setu perak e oa bet anvet "Youzovka" (Юзовка) da gentañ ("Youz" o vezañ distagadur "Hughes" er vro), hag un toullad brav a Gembreiz a zeuas d’en em staliañ eno, dreist-holl eus Merthyr Tudful. Divadezet e voe e 1920 hag anvet "Stalino" en enor da Stalin, ha divadezet c'hoazh ur wech e 1961 evit dont da vezañ "Donetsk".

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.