The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Darvoudoù
1320 : Diskleriadur Arbroath , ul lizher kaset d’ar pab gant uhelidi eus Bro-Skos da adembann ez eo dizalc’h o bro.
1652 : gant ar moraer izelvroat Jan van Riebeeck ez eo savet ar pezh a zeuio da vezañ Kêr ar C'hab e-kichen Kab ar Spi Mat .
1814 : mont a ra Napoleon Bonaparte en harlu war enez Elba .
1896 : digoradur ar c'hentañ C'hoarioù Olimpek hañv en Aten (Gres ) gant ar roue Georgios Iañ .
1909 : Robert Peary a erru, gant Matthew Henson ha pevar Inuit , e Pennahel an Norzh .
1911 : Dedë Gjon Luli Dedvukaj , unan eus pennoù ar vrogarourien albanat a sav banniel Albania , evit ar wech kentañ abaoe emsavadeg Gjergj Kastrioti (Skanderbeg ) e 1443 .
1917 : Stadoù Unanet Amerika a ziskleir ar brezel da Alamagn .
1930 : Mohandas Gandhi a erru war vord ar mor, goude ur gerzhadeg hir, hag ober a ra holen en desped da lezennoù Breizh-Veur a vir unwerzh an holen evit gouarnamant ar Rouantelezh Unanet .
1981 : lakaet eo Statud Emrenerezh Galiza da dalvezout.
1994 : lazhet eo Juvenal Habyarimana , prezidant Rwanda , asambles gant Cyprien Ntaryamira , prezidant Burundi . Deroù lazhadeg 800 000 Tutsi e Rwanda.
Ganedigezhioù
Marvioù
432 : Selestin Iañ , pab.
885 : Sant Metodios , abostol ar Slaved hag unan eus saverien al lizherenneg kirillek .
1199 : Richarzh Iañ (Bro-Saoz) (Richarzh Kalon Leon e lesanv), Kont Anjev , Dug Akwitania ha roue Bro-Saoz .
1520 : Raffaello Sanzio , livour italian .
1528 : Albrecht Dürer , livour hag engravour alaman .
1776 : Huw ap Huw (Y Bardd Coch o Fôn ), barzh ha troer kembraek.
1904 : Émile de Kératry , milour ha politikour gall .
1971 : Igor Stravinski , sonaozer rus .
1979 : David Armitage Bannerman , evnoniour breizhveuriat .
1992 : Isaac Asimov , skrivagner amerikan genidik eus Rusia .
1994 : Juvénal Habyarimana , prezidant Rwanda .
1994 : Cyprien Ntaryamira , prezidant Burundi .
2000 : Habib Bourguiba , prezidant kentañ republik Tunizia .
2018 : Jacques Higelin , aktour ha kaner-sonaozer gall.
2022 : David McKee , aozer levrioù evit ar vugale eus Bro-Saoz.
Lidoù
Deiziadur henroman : VIII ante idus Aprilis. Megalensia Ludi 3 / VIIIvet kent Idus Ebrel. Trivet devezh c'hoarioù gouestlet d'ar Vamm Veur
Sent kristen :